Les paroles de l’hymne européen en breton 1 Levenez splann, en Neñv ganet, Merc’hig deut eus ar Gwenved, Setu ni, gant gred entanet, War dreuzoù dor da Neved ! 2 Adunaniñ a rez bep eur Ar re a c’houzañv disrann, Hag an holl dud a vez breudeur E goudor da askell c’hlan. 3 Neb ’zo deut a-benn da vezañ Kile d’e gile, hep si ; Ar gwaz ha gwreg laouen dezhañ, Ra ganint drant ganimp-ni ! 4 Ivez ’r pried gant e bried War ar voull-douar mat-mañ ! Met neb na garas den nepred Ra ’z ay ac’hann ’n ur ouelañ. 5 Pep boud a ev al levenez Eus brusk an natur deiz-noz. Ar Mad, ar Fall a heuilh ar c’hwezh Skuilhet war he hentad roz. 6 Reiñ a reas dimp gwin, pokoù, Bete ’r marv, ur mignon hael, Ha d’ar preñv e roas c’hoantoù. Dirak Doue ’mañ o Ael. 7 Drant evel nij an heolioù Dre ar roud merket en Nec’h Redit, Breudeur, gant ho hentoù Laouen ’vel haroz en Trec’h. 8 Ho priata ’ran, milionoù, Ha reiñ ur pok d’an hollved ! Breudeur, en tu all d’an oabloù Ez eus un Tad Mat, me ’ gred. 9 Emstouiñ a rit, milionoù ? Anaout ’ rez da Grouer, Bed ? Klask-eñ en tu all d’an oabloù ! Dreist ar stered ’mañ, me ’ gred.