Ar en deùlin – O Intron Varia − Breizh Partitions
Mont d’al lañserMont d’an endalc’had

Breizh Partitions

Skridoù-sonerezh keltiek digoust

Breizh Partitions

Ar en deùlin – O Intron Varia

Sonaozour Jean-Pierre Calloc’h (1911)
Oberour Jean-Pierre Calloc’h
Orin EuropaEuropa > Bro-C’hallBro-C’hall > BreizhBreizh
Rummad Son
Benvegoù Mouezh
Tonegezh Do major
Lusk 2/4
Niver a bellgargañ 2979
Aotre-implijout Domani foran Domani foran

Pellgargañ

Furmad Pellgargañ Ment
jpg Ar_en_deùlin_–_O_Intron_Varia.jpg  102.40 Kio
txt Ar_en_deùlin_–_O_Intron_Varia.txt  1.42 Kio

Ar en deùlin – O Intron Varia


"Ar en deùlin"
skrivet gant Yann-Bêr Kalloc’h


I

El ur vag ar er mor burtellet, én Houlenneu,
Hur bro kaer en Arvor zou groñneit d’en danjérieu.
Genoh Hui é houlen sekour :
Goarnet hi doh en dizinour ;
Goarantet ni doh pep goal-daul,
Mam, dihuennet ni doh en Diaul.
DISKAN

O Intron-Varia get truhé deit de séhet
En dareu e skuilla hur Breih peur, hur Breih feahet.
II

Reit hur boé de dud Frans
Hur horveu, hun inéañneu,
Deit e oemb get fians
De héli ou lézenneu.
Met saùet e zou trubarded :
Ol hun guirieu ou des fondet,
Hur hréden e glaskant mougein,
Ha doh Hou Mab hun distagein.
O Intron Varia...
III

Ni e gred én Hou Mab
Er Salvér marù ar er Groéz ;
Staget omb doh er Pab
Doh hun Tad é kreiz er gloéz.
Kalet é penneu er Vreihiz ;
Féal e chomeint doh en Iliz ;

Kaer en dou en Diaul atahin,
Nann, ne naheemb Doué birùikin !
O Intron Varia...
IV

Hun Tadeu e oé bras
Ha brudet dré ol en doar
Eit er Groéz ind e hras
Burhudeu hemb par, hemb par.
Hun Tadeu viùé digabestr,
Doué é unan e oé ou mestr :
Ni eùé vou fidél dehon
Tré ma padou er houen vreton.
O Intron Varia...
V

Sent hur bro, sent hur bro
Saùet ol ag hou péieu,

Ha ridet tro ha tro
De zihun hur parrézieu,
Eit ma hoarneemb Fé hun Tadeu
Stréuet ér vro er burhudeu ;
Pédet Doué de rein d’emb hiniù
Nerh de chomel kristén ha kriù.
O Intron Varia...

Miz Est, 1911.


(Source des paroles : https://br.wikisource.org/wiki/Ar_en_de%C3%B9lin)

Ar skridou muzik zo var ar sit-mañ ’peus moaien pellkargañ evid netra ; koulskoude, an toniou ha ne teuont ket deuz ar bobl a hell bea dindan gwirioù-eilañ.
Ma kav deoh zo eur skridoù-sonerezh ha n’eo ket ba e leh war al lec’hienn-mañ, skrivet din ha me a lamo aneañ dioustu.