Skridoù-sonerezh keltiek digoust
| Sonaozour | Hengounel |
| Orin | |
| Rummad | Dañs Léon |
| Benvegoù | Mouezh, violon, gitar |
| Tonegezh | Sol major |
| Lusk | 2/4 |
| Aotre-implijout | Aotre dianav |
| Furmad | Pellgargañ | Ment |
|---|---|---|
| gif | Dañs_Léon.gif | 8.01 Kio |
| abc | Dañs_Léon.abc | 1.05 Kio |
| txt | Dañs_Léon.txt | 566 oktedoù |

Dañs Léon
1. Me m'eus bet plijadur, e Lambaol a wechou
O ober tro an iliz, gand an all bannielou
2. Hag o stoui ganto dirag an aoter vraz
Hag ouz o sevel kerkent, er vann,
ken dres all hoaz
3. Plijadur am beze pa veze ar pardon
O ober tro ar vered gand an dud a galon
4. Eno'veze gwelet, pa groge an avel,
Piou oa baotred wella da zougen ar banniel
5. Ha dre ma tremened, a bep tu d'ar vali
Gant o zeod flour ar merhed a roe o ali
6. Hag a rae o dibad etouez ar baotred vrao
A welent, en o haera, o tremen dirazo.
Ar skridou muzik zo var ar sit-mañ ’peus moaien pellkargañ evid netra ; koulskoude, an toniou ha ne teuont ket deuz ar bobl a hell bea dindan gwirioù-eilañ.
Ma kav deoh zo eur skridoù-sonerezh ha n’eo ket ba e leh war al lec’hienn-mañ, skrivet din ha me a lamo aneañ dioustu.